24.10.2009

Ur putsch en Europa

Ubu.png

Ijinit ur vro bennaket. Ur vro demokratel e lec'h ma zo bet dilennet ur prezidant hag a fell dezhañ adkempenn he stumm kozh a vez graet "millefeuilles" anezhañ. Gwir eo, arru eo skuizh an darn vrasañ deus an dud gant ar stumm-se, da skouer gant an departamant a zo bet savet e vent diouzh un devezh beaj war varc'h 200 vloaz zo...

Evit troc'hañ berr ma istor ec'h in d'ar fin diouzhtu. Setu arru ar prezidant gant e reform, hag an dilennidi ankeniet un tamm, dre ma vo rannet o niver dre daou ha ne chomo nemet 3000 dilennad "tachenn" e-lec'h ma oa 6000 dilennad departamant ha rannvro.

Ba'r vro-se avat zo tud hag a soñj dezhe neunt ket klevet mat un draig a zo bet sanket ba'r reform-se... Cheñchet 'vefe doare an dilennadegoù deus us sistem daou dro d'ur sistem un dro gant un dakennig kenfeurelezh (20%). E mod-se e c'hallfe strollad ar prezidant-se bezañ trec'h da viken gant 30 % deus ar mouezhioù, keit ha ma vo meur a strollad en tu all.

Biskoazh kemend-all ! Ma'z eo gwir an dra-se, pa dihuno tud ar vro-se e vo c'hoarvezet ur putsch e-pad o c'housk.

 

Un scrutin à 1 tour saupoudré de proportionnelle pour confisquer le pouvoir "démocratiquement". Pas en Afrique, pas en Amérique du Sud...

22.10.2009

Etre c'hwi ha me

Lanv glas c'hoazh.

prefed 1.jpg

 

 

 

 

 

N'eo ket bet tennet ar pennad a-us deus program ar Re C'hlas, met deus ar skrid "confidentiel" savet gant prefed Aodoù an Arvor hag a zo bet embannet gant an holl gazetennoù betek ar JT.

Keloù mat ? Pas kement-se pa lenner ar pezh a deu war-lerc'h :

prefed 2.jpg

 

 

 

 

Da lâret eo e anzav ar Stad eo ret mat cheñch penn d'ar vazh... met ne raio ket. Ober van a raio, met ne dago ket ar "modèle breton" a gas peisanted Breizh d'ar strad.

 

... nos analyses validées par les services de l'Etat... ne manque que le courage politique.

19.03.2009

NAG A DUD...

MAnif 19-0-2009 005 b.jpgNag a dud war straedoù Gwengamp hiziv...

11.03.2009

Yves COCHET war France Inter

Yves Cochet.jpgDa heul prezegenn Yves COCHET e Gwengamp, setu un abadenn skignet gant FI d'an 10/03...

C'était sur FI à l'occasion de la sortie de son Antimanuel d'écologie.

01.02.2009

Prezegenn Yves COCHETd’an 30/01/2009 (18h45-20h45) Fin ar petrol ? « Lein Hubbert hag an digreskiñ »

Peak oil.jpg

Pour ceux qui n'ont pas la couleur, la conférence d'Yves COCHET enregistrée à Paris en 2008 est disponible

 

157 a dud hervez ar boliserien, 200 hervez ar vanifestourien ;-)

Tud ‘oa deuet da glevet Yves COCHET, sur ha n’eo ket marteze.

Setu amañ dindan un nebeud notennoù tapet war ar prim.

 

GER DIGERIÑ :

Petrol ‘vo a-benn 2030 c’hoazh, met da beseurt priz, aze emañ an dalc’h…

GEOLOGIEZH :

Lodenn an danvezioù fosil (petrol, gas, glaou) ac’h a d’ober 83% deus an energiezh lonket. Ne chom nemet 6% evit an nukleel, 10% evit lodenn ar biomasse ha nerzh an dour. Lodenn an energiezh a blij deomp-ni, da lâret eo an tourioù avel, an heoliek hag all, a chom war-dro 0,… - kenkoulz lâret netra, ha ne vo ket cheñchet penn d’ar vazh siwazh.

Etre 2000 ha 2005 zo bet implijet kement a energiezh evel etre 1900 ha 1950.

Ret eo derc’hel soñj eo un teñzor ar petrol : 100 milion bloavezh kozh, ha ken lies an doareoù d’e implijout ma tepant hor gevredigezh warnañ en he fezh. Ha koulskoude e koust nebeutoc’h al litrad petrol evit al litrad Coca…

Ar skiantour amerikan King Hubbert en doa embannet e 1956 e krogje da digreskiñ produksion ar petrol er Stadoù Unanet war-dro 1970. D’ar mare-se ne veze den ebet evit e heuliañ, met ur wech arru ar bloavezhioù 1970 e oa krog an digreskiñ, evel m’en doa bet lâret Hubbert.

Un hevelep lein zo bet tizhet gant ar Rusianed e 1986, gant Europa e 1999.

Lein produksion ar petrol er bed zo bet tizhet war-dro 2008 : biken ne vo produet kement a betrol.

Diazezet eo labour Hubbert war studiadennoù pizh evel da skouer reoù a laka e keñver an dizoloadennoù hag ar c’hoñsumiñ : abaoe 1982 e vez dizoloet nebeutoc’h a betrol evit ar pezh a vez lonket.

An digreskiñ vo santet mat e-pad an dek bloavezhioù o tont.

Ur sin all eo ar fed ’vez miret muioc’h muiañ a betrol gant ar broioù produerien evit o c’hoñsumiñ dezhe.

Neuze, an enkadenn a anavezomp bremañ n’eo ket arru blam’ d’ar spekulasion, blam’ m’eo krog digreskiñ an danvezioù an hini eo.

Digreskiñ ar petrol « naet » hag aes (hini an Irak h.a.) a sinifi e vo ret mat mont da dapout an hini lous, pegus, a gousto kaeroc’h-kaerañ da dennañ, hag a vo gwerzhet kaeroc’h-kaerañ ivez.

Lein ar glaou a vo a-benn 2030-35, hini an uranium war-dro 2040.

 

EKONOMIEZH

Koulskoude ne vez embannet nemet krommelloù kresk gant an arbennigourien (s.o. Prospective World Energy Outlook).

Splann eo, ar bloavezhioù 2010-2020 a diskouezo gant peseurt senario emañ ar gwir.

6 enkadenn vras zo bet abaoe 1970. Diwar ar re-se, n’eus nemet unan hag a oa hec’h abeg ar speculation (hini 1998 kroget gant tagadenn moneiz Thailand). Ar pemp enkadenn all a oa bet just araoke ur spike, da lâret eo ur gresk spontus war briz ar petrol. Ken uhel ha kreñv ’oa hini 2008 ma n’hallo an enkadenn a-vremañ nemet padout hir…

Ha setu, evel er bloavezhioù 1980 e vez komz deus an adlañs dre vroudañ an dud da brenañ. Ne gerzho ket, blam’ ma vank d’ar bolitikourien en karg bezañ emskiant deus danvezelezh ar bed.

Komz ’vez ivez deus ar broioù émergents, met ar re-se n’hallfont biken bevañ eveldomp, blam’ m’eo dibosupl deus ur savboent danvezel :

- 36 milion a otoioù zo er Frañs, evel e Sina, met 20 gwech muioc’h a Sinaiz zo…

- un Amerikan a implij 25 baril / bloaz, ur Frañsad 12, ur Sinad 2, un Indian 1.

1,3 miliard a Sinaiz, 1,2 miliard a Indianed n’hallfont ket ober eveldomp, memes a-benn 2050, splann eo.

Ur gredenn eo. Teolojianed ar c'hresk a gred e vo difin brokusted an natur. Ha kenkaz vije ur gudenn e soñj dezhe e vo diskoulmet gant an deknologiezh hag ar marc’had. O c’hortoz ne vo klevet nemet prezegennoù félicistes, rak n’eus ket moaien bezañ dilennet o lâret d’an dud e vo startoc’h ar jeu.

 

KEVREDIGEZH

Se zo kaoz eo ret soñjal an disoñjabl…

E-pad bloavezhioù zo bet klasket mont pelloc’h, buanoc’h, marc’hadmatoc’h. Ar c’hontrol an hini eo omp krog da vevañ : tostoc’h, goustadikoc’h ha kaeroc’h.

Daoust dar boaz hon eus tapet er C’hornog da vont ha dont e-giz meump c’hoant eo ret derc’hel soñj n’aio ket 3,5 miliard a dud pelloc’h evit 100 km deus o lec’h ganedigezh. Da lakaat e keñver gant ur Frañsad a ra 14 000 km / bloaz gant e oto…

Achu eo c’hoari. Fin koulzad ar babyboomers eo.

Nebeutoc’h a energiezh, nebeutoc’h da debriñ a sinifi pe muioc’h a unaniezh pe ar brezel.

Pa dizho 3 euro (en 2014 marteze, piv oar ?) pe 8 euro al litrad esañs, petra chomo deus ar bed a-vremañ ?

Komz ’vez alies deus « rannañ ar gouign », met ar gouign-se a deuio da vezañ bihanoc’h-bihanañ, ha da heul bihanoc’h-bihanañ lodenn pep hini.

Choazoù politikel zo bet, reoù fall peurvuiañ. da skouer ar rouedad hent-houarn zo aet da get 90% anezhañ er Frañs, evit an tout-pétrole.

Choazoù hiniennel a c’haller ober c’hoazh avat : dibab mont d’ober prenadennoù tostoc’h hag aliesañ kentoc’h evit urzhiañ dre an internet pe gwashoc’h mont d’ar gourmarc’had gant an oto evel ma reomp evit 80% deus ar pezh a brenomp.

Rankout a rafomp bezañ kiriek deus an danvez a dennomp.

Koñsumiñ a reomp re hag a bep seurt a-hed ar bloavezh (frouezh deus penn all ar bed), re a gig (1 c’hilo kig a c’houlenn 4 gwech muioc’h a betrol evit 1 c’hilo ed). Debriñ hervez ar c’houlzad, diwar ar vro, ha nebeutoc’h a gig. Gall’ a rafemp choaz da skouer chom hep prenañ bananez pe ananaz biken.

Evel-just eo mat sevel un AMAP da skouer, met poent eo soñjal en ur cheñchamant a bouez. An digreskiñ n’eo ket un istor choaz, ret vo ober gant ar pezh a vo.

A-benn ar fin, n’eus ket komz amañ deus ar petrol : deus an demokratelezh, deus an unaniezh, deus saveteiñ hon talvoudegezhioù zo komz. An diskoulm kentañ eo lodenniñ gant ar re baourañ. A-hend all zo riskl ma’z afe ar Stad muioc’h-muiañ war-du an diktatourelezh aa-benn difenn ar o do a-enep d’ar re n’o do ket.

Kentoc’h evit mont betek penn hag evañ an dakennig champagn diwezhañ eo ret deomp boulc’hañ hentoù nevez ha lakaat hon ijin da virvilh.

 

 

 

24.12.2008

Arrêt sur images - evit kompren an ORTF nevez

Mire.jpgEc'h an d'ober bruderezh evit ur media hep bruderezh.

Ma 'peus ket graet ho soñj evit profoù zo... Kit da welet al lec'hienn-mañ ha profit ur bloavezh koumanantiñ, kuit da chom e bed ar Bisounours.

 

28.11.2008

Un devezh hep prenañ

jsa2008.gifD'ar Sadorn 29/11/2008 e vo an devezh hep prenañ.

Un devezh evit paouez da sentiñ ouzh urzhioù ar bruderezh.

Pezh zo e vo aozet dastumadeg ar Banque Alimentaire ivez...

Journée sans achat le 29/11/2008.

http://www.casseursdepub.org/

18.06.2008

An dezerzh oc'h en em astenn

"Ubi solitudinem faciunt, pacem appellant" / "Lec'h ma reont an dezerzh e reont peoc'h diontañ" - Kalgakos, tiern ar Galedoned, diwar-benn ar Romaned.

N'on ket evit lâret deoc'h perak 'm eus soñjet er frazenn-se an deiz all. Marteze 'blam' d'an dezerzh oc'h en em astenn ba'r vro. Hogen n'eo ket ar peoc'h a deuio diwar seurt intrudu.

Pa ne vo ket deus al lez-varn e Gwengamp ken, pa ne vo ket deus an ospital e Karaez ken, pa ne vo ket deus an "allogreffes" e Brest ken, petra a chomo da Yann Vreizhad ? An TGV a-benn mont buanoc'h da Bariz ? Gant ma chomo a-sav...

A-benn heuliañ emgann Karaez, kit da welet al lec'hienn-mañ.

Au fait, hier était une journée mondiale (une de plus) contre le désert...

Le désert breton, sans plus aucun service (à commencer par les services de santé comme à Carhaix) c'est celui qu'on nous mitonne actuellement, où l'on devra passer sa vie sur la route à brûler les dernières gouttes de pétrole (mais heureusement qu'il y a eu le "Grenelle").

Evit c'hoarzhin glas

Gwell eo c'hoarzhin evit leñvañ, neketa ? Neuze, kit da lenn ar pennad-se diwar-benn perzhioù mat an nukleel...

Libre à chacun de choisir à quel degré (celsius) prendre ce genre de tentative navrante pour redorer le blason du nucléaire...

09.04.2008

NKM-UMP-OGM-252

Petra en diaoul eo an afer-se ?  Muioc'h evit chikan bemdez an tu dehou (arru omp boazet da seurt traoù). Aze zo kaoz deus an OGM. Daoust ha miret 'vo un hentenn hep-OGM pe get ? Ya, a-drugarez d'an "amendement 252"... GANT MA ne vo ket skarzhet kuit deus al lezenn gant ar Sénat evel ma fell d'ar gouarnamant.
Evit gouzout hiroc'h ha lâret ho soñj :
http://amendement252.blogspot.com

Toutes les notes